Mark Drakeford

Mark Drakeford

Mark Drakeford (ganet e Caerfyrddin d'an 19 a viz Gwengolo 1954) zo ur politiker kembreat.

Studioù war al latin en deus graet e skol-veur Kent e Canterbury hag e skol-veur Exeter. Goude e studioù ez eas da labourer sokial. E deroù ar bloavezhioù 1990 e teuas da vezañ kelenner war ar studioù sokial e skol-veur Abertawe da gentañ hag e hini Kerdiz da c'houde. Ur politiker eo ivez : e 1985 e voe dilennet da guzulier e Pontcanna, ur c'harter eus Kerdiz. Goude 2000 e kemeras perzh e gouarnamant Kembre, evel kuzulier dindan ar c'hentañ ministr Rhodri Morgan. Dilennet e voe da gannad e Bodadeg Vroadel Kembre e 2011. E 2013 e voe anvet da vinistr evit ar yec'hed e gouarnamant Kembre, renet gant Carwyn Jones. E 2016 e voe anvet da vinistr evit an arc'hant hag ar gouarnerezh lec'hel. E 2018 pa roas Carwyn Jones e zilez eus e bost, ez eas Mark Drakeford war ar renk evit kemer e lec'h. Dilennet e voe e penn strollad kembreat al Labour d'ar 6 a viz Kerzu 2018 ha da-heul eo deuet da vezañ Kentañ Ministr Kembre.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search